Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

28.6.06

Fallgalon

OablAr fallgalon on krapet ganti hiziv.
Petra zo o waskañ ouzh va ene ? Poan-spered reizh pe emgarantez ziwir ? Ne gavin ket respont ebet. N’eus forzh penaos, ne vefe ket talvoudus.
Adkregiñ a ran gant red va buhez. Kempenn va gwele, distlabezañ va c’hambr, diskrivañ d’ur mignon, kendelc’her gant ul labour kroget bennak. Kendelc’her ouzh va buhez.
Fenoz ec’h adkavin va foan, ar gwask d’am c’halon.

Dre chañs e vefe bezañ un draig dic’hortoz hag a zegouezhfe em devezh. C’hoarzhadenn ur plac’hig hag a red war lerc’h he mamm. Un amezeg hag a son klarinetten en abardaez. Aloubiñ a ra ur sioulder trumm ac’hanon neuze, evel gwad nevez o redek em gwazhiennoù.

Pe netra. Frealz ebet. Bec’h ar vuhez o pouezañ war ma divskoaz.
Perak out mantret, va ene,
ha perak hirvoudiñ ?
Esper e Doue, rak e veuliñ a fell din,
eñ va salver ha va Doue ! (Salm 41)

21.6.06

stock.xchng

stock.xchngPelec’h e gavan skeudennoù ma blog ? War ul lec’hienn dispar ha digoust atavik : stock.xchng.
Ret eo en em enrollañ da gentañ. Digoust eo, evel-just ! Ha da c’houde e vo tu da glask skeudennoù eus an dibab bern-war-vern.
Pep skeudenn a zo staget gant un diskrivadenn hag a zo resisaet an enklask ganti. Gant un notenn ivez evit merkañ ar re wellañ.
Ul lodenn eus ar skeudennoù zo miret gwirioù o adskeudennadur, ul lodenn all zo dieub o gwirioù. Digoust eo ar peurvrasañ.
Mont a ran di alies en-dro…

20.6.06

Skeudennoù ar yezh

Deskiñ a ran brezhoneg abaoe daou vloaz hepken. N’eo ket tra-walc’h evit komz flour, siwazh. Sur eo : ne soñjan ket e brezhoneg, o tistreiñ ma mennozhioù eus ar galleg emaon. Da betra e servijo neuze ? Ne dalv ket ar boan da skrivañ ur yezh distroet ! Fellout a rafe din sevel frazennoù en ur yezh wir. Me a gav din, brezhoneg zo ur yezh eus an douar. BrummenPa vezan o soñjal e Breizh pe e Breizhiz en em gasan d’ur vro eus kouerien e Kreiz-Breizh, etre Boulvriag ha Bulad-Pestivien, da lavarout eo etre Bro Gerne ha Bro Dreger. Koadoù teñval, brumenn c’hleb, kleuzioù uhel, chapelioù maen… Setu ma doare da garout Breizh. Du-hont e vez komzet ur yezh druz evel an douar, leun a skeudennoù, fetis evel ar vuhez wirion.
Lenn a ran oberenn Anjela Duval a-benn ma vo boazet ma divskouarn tamm-ha-tamm da sonerezh he yezh.

17.6.06

Doue d’ho pennigo !

“ Doue d’ho pennigo ! ”, pe : “ Bennozh Doue ! ” An troioù-lavar-mañ a vez implijet peurliesañ hep dave da o orin relijiel. Un doare lavar a bemdez pa vez un amezeg o paouez strevial pe evit trugarekaat anezhañ.
Dedennus int koulskoude. Tu a vefe da respont gant ur “ Mersi bras ! ” evit trugarekaat unan bennak. Se zo un doare ordinal, n’eus netra da lavarout ouzhpenn. (Bez’ eus traoù da glask evit ar ger-mañ ivez… a zo e orin koulz relijiel.)
Ma vez respontet gant ur meneg eus Doue, setu emañ unan trede o tont war leurenn an diviz e-barzh. Bremañ ez eus tri den a vez sellet anezho. N’eo ket ur jeu etre me hag an hini all ken. Ma darempred gantañ a ya dreist an eskemm bihan on kroget ennañ. Emañ Doue etrezomp bremañ. N’eus ket eskemm ebet ken. Ul lid eo bet deuet da vezañ kentoc’h. Lid hor breudeuriezh. N’eus ket unan kreñv hag unan gwan ken, n’eus ket unan siferniet hag unan yac’h-pesk ken, n’eus ket unan a zle un dra bennak d’an egile ken. Breudeur eomp bet da vezañ bremañ o vevañ e madelezhus Doue, en e vennozh.

11.6.06

Sonerezh an avel

Perak ec’h addegas gouel ar Pantekost ar memes gwerzioù gant Baudelaire d’am soñj bepred ?
Ar sonerezh ma c’hemer alies evel ur mor !
Davit ma sterenn zisliv,
dindan ul lein brumennek pe dre un eter frank,
e lakaan da ouel ;
AvelDont a ra da soñj din bloavezhioù ma bugaleaj e Provañs, pa vezen o kavout ma flijadur e redadennoù a-dreuz ar c’hoad krenn. En ode Saou, e-kichen Krest, en un douar trufennus, e tigor ur boulc’h evit an hini n’eus ket aon oc’h en em ginnig d’ar mistral feuls a chervad eno. Di ez aen em follentez evit kargañ ma c’horzailhenn gant c’hwezh ar munudig hag ar tin.
Gant ma bruched war-raok ha ma skevent c’hwezhet
evel ul lien,
e krapan gant kein an tonnoù krugellet
a vouch an noz diouzhin ;
Bepred m’eus karet an avel, mignon ma rogoù e oad-krenn eo bet, an hini a fizien ennañ ma c’hevrinoù pa oan o yudal anezho a-dal dezhañ.
Santout a ran o taskrenañ ennon youloù holl
ul lestr o c’houzañv ;
an avel vadelezhus, ar barr-amzer gant e reverzhioù
a luskell ac’hanon
a-us d’an islonk divent.
Un avel bar e vefe en Doue, a c’hallfen risklañ lestr ma buhez dezhañ ? Prometiñ a ra ur chervad par, buhez a-leizh dimp ?
A-wezhioù all, kalm-gwenn, melezour bras
ma dic’hoanag.
Eur ar c’halm-gwenn, pa c’hwezh an aezhenn dister a santer a-boan, zo amzer ar feiz kentoc’h eget amzer an dic’hoanag.

7.6.06

Tri haiku c’hoazh

Setu daou haiku nevez…
StêrE-barzh kasenn ar stêr e tremen an amzer
a-dreuz va daouarn serret.

Ar beure-mañ e c’hwezh an avel war-du an hanternoz.
Adkemer a ran an hent d’am burev.
Hag an hini trede :
Ouzh sked al loar, he dremm morlivet.
Hag he sae ruz-flamm.

2.6.06

En ho koun

KoadSarac’h ar gwez-tilh a-hed an hent,
skedoù an heol o c’hoari war-c’horre al lenn,
e koun largentez ho prezegennoù.

Teñvalijenn ar c’hoad tolzennek,
koumoul nec’hus ha gourdrouzus oc’h astenn war ar vro,
e koun ho stagadur ouzh ar groaz.

Gwrizioù don ha stank an dervenn,
hiboud didroc’h ha dalc’hus ar stêr,
e koun ho tiskenn d’an ifernioù.

Kanoù ar c’halvenniged evit tarzh-an-deiz,
redadenn ar c’honikled er parkeier,
e koun ho tasorc’hidigezh vadelezhus.

1.6.06

Daou haiku nevez

Setu daou haiku nevez :
Un dakenn c'hlizhUn dakenn c’hlizh war un delienn.
Piv eo an hini a vag an egile ?

Ar rozenn am eus foulet
he deus dilezet he c’hwezh-vat din.
Breskezh ha madelezh a-gevret. Piv eo kreñv estreget an hini a zo brokus ? Ha penaos e vez un den brokus panevet ma ro e vuhez ? En ur vervel he deus roet ar rozenn he c’hwezh-vat…