Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

23.7.06

Betek ma savo ar Werelaouen

Gouleier“ Suroc’h a se e teu da vezañ evidomp lavar ar brofeded, a rit mat o terc’hel dezhañ, evel ouzh ur c’houlaouenn o lugerniñ en ul lec’h teñval, betek ma paro an deiz ha ma savo ar Werelaouen en ho kalonoù. ” (Eil lizher sant Per 1, 19.)
Ur gomz kevrinus met sklaer evit hor c’halonoù : emaomp o chom en deñvalijenn hag o c’hortoz gouleier ur bed nevez. Tridal a reomp en ur glevout komzoù ar brofeded hag a zo ur bir o toullañ moger dev hon toull-bac’h. Ur c’hoant divent eus an aer nevez hag eus gouloù a verv ennomp.

22.7.06

Kuzhet em eñvor

Gwerzioù all gant Baudelaire ’m eus kavet hiziv hag a zeskriv ur skeudenn dost eus un hunvre ’m oa graet bloavezhioù zo…
Un enezenn
Un enezenn ziegus hag a brof an natur
gwez dreistordinal ha frouezh lipous enni ;
paotred hag a zo moan ha nerzhus o c’horfoù
ha merc’hed hag a vam eeunded o daoulagad.
Pelec’h emañ an enezenn-mañ a zo kuzhet em eñvor ? Peseurt c’hoant a sach ac’hanon etrezek enni ? Un huñvre eus peoc’h, eus leunded, eus puilhentez ? Pe un touellwel, un treuzfaltazi, ur straed-dall bennak ?

19.7.06

Ya !

Anavezout a rit ar gazetenn sizhuniek Ya ! (© Keit vimp bev), evel-just !

Plijadur am eus bep sizhun o lenn ar pennad gant Job an Irien, war ar bajenn 4 da gustum. Ur pennad berr diwar-benn un degouezh a-bemdez, ordinal, dister. Gouzout a oar Job an Irien kavout tañva ar vuhez e darvoudoù eus bep seurt. Gouzout a oar tennañ ar mel eus un deiz ordinal en un doare gwall simpl, digamambre.
Ne ra ket skol d’e lenner. Kontañ a ra e istor war eeun. Pediñ a ra e lenner da sellout ouzh an traoù a zo war e dro gant daoulagad nevez. Hag emañ al lenner o vont en un derc’h nevez eus e vuhez e-barzh… E sell a zeu da vezañ donoc’h hag habaskoc’h.

Bennozh Doue deoc’h, Job !

9.7.06

Roz he deus gouelet

Peder linenn hepken, pebezh burzhud, ne lâran ket !
Setu troidigezh ur varzhoneg gant Rimbaud.

SteredennRoz he deus gouelet ar steredenn e kalon da zivskouarn,
Gwenn en deus ruilhet an egor eus da chouk betek da zargreiz,
Rouz en deus pizennet ar mor ouzh da zivronn ruspin,
Ha du en deus gwadet ar gwaz diouzh da gostez meur.

3.7.06

Sedrez frigaset

Karout a ran barzhoniezh ar Bibl, barzhoniezh ar Salmoù dreist-holl. Leun a skeudennoù imbroudus int, tennet eus ur vro start, eus bro ar gouelec’h, eus bro an dour ral hag ar sedrez uhel.
Mouezh an Aotrou a dorr ar sedrez,
an Aotrou a frigas sedrez al Liban :
Lakaat a ra al Liban da lammat evel ul leue,
hag ar Sirion evel ur bual yaouank. (Salm 28)
Perak n’int ket a bep taol hon divskouarn evit anavezout ar vouezh-mañ a zirog mogerioù hor buhez ? Gallout a ra lakaat ar re c’halloudek da gouezhañ diwar o zron hag ar re izel da uhelaat (s.o. Lukaz 1, 52). Penaos e vefe tu da chom bouzar ?