Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

8.10.06

Hoalañ ec’h ene

En un enezenn e-kichen Java, er c’hevandir aziat, ez eus ur meuriad diorbid ha paour gant kustumoù dreistordinal.Orkide Bemdez evit tarzh-an-deiz e ya paotred ha merc’hed da gutuilh bleunioù hollgaer. Gwiskañ a reont anezho evel bravigoù. Fellout a ra dezho hoalañ oc’h ene gant ar bleunioù-se evit ma chomont gant o c’horfoù.
N’eo ket fall ar boaz-se ! Me a gav din, e vefe un dra d’ober du-mañ ivez. Sur a-walc’h, n’eus ket aon ebet ganimp da goll hon ene. Met goût a reomp mat pegen ziaes eo evit meur a hini d’en em garout. En ur gemer an amzer evit en em fichañ gant traoù brav e teskomp pegen brav hag hegarat omp-ni.
Un doare da hoalañ ma-unañ ha d’adsevel ar peoc’h ganin-me. Un doare da zizoleiñ levenez ar vuhez, priz pep devezh… Ur furnez da vat, n’eo ket ?

7.10.06

Krouet evit ar wirionez

Dec’h em boa selaouet ur brezegenn gant Timothy Radcliffe evit digoridigezh ar bloavezh e UCO e Angers. Lâret en doa un dra am boa selaouet c’hoazh, met evit ar wech-mañ, n’ouzon ket perak, skoet on bet ganti. Setu ar pezh en doa lâret :
Ar pesk a zo anezhañ evit neuial. Al labous a zo anezhañ evit nijal. An den a zo anezhañ evit klask ar wirionez.
Ur re bennak er sal a oa o c’hortoz ur ger all, d’am soñj. Meur a hini a lavarfe ez eo an den anezhañ evit ar garantez, hep mar.
Evit ar wirionez omp bet krouet. Ret eo lezel al lavar-mañ troc’hañ e hent dre hor penn hag hor c’halon. Ar wirionez, da lavarout eo al logos, ur varregezh evit prederiañ, evit pouezañ an tu pe du… Tra difer an den eo ar c’hlask-mañ. Ma vefe gwir lavar Timothy, petra a cheñchfe em buhez ?