Haiku brezhoneg
Skrivet ’m eus barzhonegoù berr e doare an “haiku” japaneg. Setu va haiku kentañ :
Gwagenn ingal ha galloudus al levenezHag unan all :
a ro he zalm d’am c’halon.
Emaout o chom e kanoù al labous.Drol eo an arnodenn : forsadenn ar verrentez va sikour evit kas kuit pep seurt a droioù-lavar didalvez ha dibab gant aked pezh a dalvez bezañ skrivet. N’eus ket da gerc’hat gerioù luziet. Ret eo klask ar skeudenn resis a bedo al lennerien da vont enni. Ha da veajiñ ganin e tachennoù va faltazi.
Aozañ a rez un neizh dezhañ.
1 evezhiadenn :
Graet un tamm gweladenn verr amañ, plijus atav lenn bzg war ar blogoù ! Gant ma hini e vez brzg ha galleg tro-ha-tro, diouzh an ijin ! Hag ivez peogwir ez eus estreget brezhonegerien e-touez ma mignoned !!!
A-benn ur wech all
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<