Levenez
Kavet ’m eus dre zegouezh ur varzhoneg gant Anjela Duval he deus addegaset va haiku kentañ d’am soñj. Hag an eil haiku ivez… Levenez eo hec’h anv. (Tu zo da gaout an holl varzhonegoù war al lec’hienn savet gant ar gevredigezh “Mignoned Anjela” © Kuzul ar Brezhoneg.) Setu bremañ ar varzhoneg ’m eus kavet :
Dont a ra hep benvegTost eo ouzh ur salm :
Hep taboulin na trompilh
He c’han na sav ket re uhel
Dreist an tosennoù.
Emañ damdost dindan an dorn.
Dont a ra d’azezañ digamambre
E-kichen ar re a ro dezhi degemer.
Aotrou, n’eo ket lorc’hus va c’halon ha n’eo ket balc’h va daoulagad.
Ne glaskan ket traoù re vras na re uhel diouzhin-me.
Daoust ha n’em eus ket kentoc’h plaenaet ha sioulaet va ene ?
Evel ur bugelig war vrennid e vamm, evel ur bugelig va c’halon ennon-me.
A Israel, esper en Aotrou, bremañ evel da holl viken.

0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<