Melkoni
Lennet war lec’hienn Kervarker al lavar-mañ a zo leun a velkoni :
Ur c’hae-spern a ya da dri bloaz,Mervel a ra an den pa vez ur bloaz ha pevar-ugent, neuze ! Pevar-ugent vloaz a lavar ur salm ivez :
Tri oad-kae, oad ki,
Tri oad ki, oad marc’h,
Tri oad marc’h, oad den,
Tri oad den, oad moualc’h beg melen,
Tri oad an den e chom ar voualc’h er c’hoad,
Nemet er goañv e vez re yen.
Deizioù hor buhez dek vloaz ha tri-ugent,Pa’z on bet daou-ugent vloaz eo deuet ur mennozh nevez din : ne vez ket koshaet, panevet war a seblant. Ar galon a van yaouank. Ne gosha ket. Ar c’horf en enep an hini eo a gosha. Aze emañ an dalc’h evit an den-mab : en distok etre an oad ofisiel, da lavarout eo oad ar c’horf, hag an oad diabarzh, da lavarout eo oad an ene. N’eo ket an den evel ur frouezh hag a zarevfe. C’hoarzhadenn an hini kozh zo heñvel ouzh c’hoarzhadenn an hini yaouankoc’h. Ha poan an hini yaouank zo heñvel ouzh poan an hini kozh ivez, siwazh ! An hini koshoc’h eo ret dezhañ deskiñ bevañ gant e velkoni, ne lâran ket, peogwir e wel e galon ken yaouank o sankañ tamm ha tamm dindan bouez ar bloavezhioù.
evit ar re greñvañ, pevar-ugent,
ha c’hoazh o lod brasañ a zo poan ha labour,
gwall-vuan e tremenont ha kuit e tinijomp-ni.
An amzer a dremenPa varv un den ez a ur bugel da anaon.
Hag an amzer ne dremeno biken.
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<