En ho koun
Sarac’h ar gwez-tilh a-hed an hent,
skedoù an heol o c’hoari war-c’horre al lenn,
e koun largentez ho prezegennoù.
Teñvalijenn ar c’hoad tolzennek,
koumoul nec’hus ha gourdrouzus oc’h astenn war ar vro,
e koun ho stagadur ouzh ar groaz.
Gwrizioù don ha stank an dervenn,
hiboud didroc’h ha dalc’hus ar stêr,
e koun ho tiskenn d’an ifernioù.
Kanoù ar c’halvenniged evit tarzh-an-deiz,
redadenn ar c’honikled er parkeier,
e koun ho tasorc’hidigezh vadelezhus.
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<