A-benn ar fin
An holl dud a anavez Starmania, gant Luc Plamondon ha Michel Berger. Kanet he doa Fabienne Thibeault evit ar wech kentañ ar ganaouenn-mañ.
Kousket e vez an eil ouzh egileMelkoni o tont en-dro bepred…
Bevet e vez an eil gant egile
En em flouret, en em goulouchal e vez
En em gomprenet, en em frealzet e vez
Met a-benn ar fin
e vez meizet
ez eo an dud o-unan-penn er bed bepred
Dañset e vez an eil gant egile
redet e vez an eil war-lerc’h egile
En em gasaet, en em ziroget e vez
En em zistrujet, en em c’hoantaet e vez
Met a-benn ar fin
e vez meizet
ez eo an dud o-unan-penn er bed bepred
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<