Betek ma savo ar Werelaouen
“ Suroc’h a se e teu da vezañ evidomp lavar ar brofeded, a rit mat o terc’hel dezhañ, evel ouzh ur c’houlaouenn o lugerniñ en ul lec’h teñval, betek ma paro an deiz ha ma savo ar Werelaouen en ho kalonoù. ” (Eil lizher sant Per 1, 19.)Ur gomz kevrinus met sklaer evit hor c’halonoù : emaomp o chom en deñvalijenn hag o c’hortoz gouleier ur bed nevez. Tridal a reomp en ur glevout komzoù ar brofeded hag a zo ur bir o toullañ moger dev hon toull-bac’h. Ur c’hoant divent eus an aer nevez hag eus gouloù a verv ennomp.
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<