Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

17.6.06

Doue d’ho pennigo !

“ Doue d’ho pennigo ! ”, pe : “ Bennozh Doue ! ” An troioù-lavar-mañ a vez implijet peurliesañ hep dave da o orin relijiel. Un doare lavar a bemdez pa vez un amezeg o paouez strevial pe evit trugarekaat anezhañ.
Dedennus int koulskoude. Tu a vefe da respont gant ur “ Mersi bras ! ” evit trugarekaat unan bennak. Se zo un doare ordinal, n’eus netra da lavarout ouzhpenn. (Bez’ eus traoù da glask evit ar ger-mañ ivez… a zo e orin koulz relijiel.)
Ma vez respontet gant ur meneg eus Doue, setu emañ unan trede o tont war leurenn an diviz e-barzh. Bremañ ez eus tri den a vez sellet anezho. N’eo ket ur jeu etre me hag an hini all ken. Ma darempred gantañ a ya dreist an eskemm bihan on kroget ennañ. Emañ Doue etrezomp bremañ. N’eus ket eskemm ebet ken. Ul lid eo bet deuet da vezañ kentoc’h. Lid hor breudeuriezh. N’eus ket unan kreñv hag unan gwan ken, n’eus ket unan siferniet hag unan yac’h-pesk ken, n’eus ket unan a zle un dra bennak d’an egile ken. Breudeur eomp bet da vezañ bremañ o vevañ e madelezhus Doue, en e vennozh.

0 evezhiadenn :

Lakait un evezhiadenn nevez

<< Degemer <<