Skeudennoù ar yezh
Deskiñ a ran brezhoneg abaoe daou vloaz hepken. N’eo ket tra-walc’h evit komz flour, siwazh. Sur eo : ne soñjan ket e brezhoneg, o tistreiñ ma mennozhioù eus ar galleg emaon. Da betra e servijo neuze ? Ne dalv ket ar boan da skrivañ ur yezh distroet ! Fellout a rafe din sevel frazennoù en ur yezh wir. Me a gav din, brezhoneg zo ur yezh eus an douar.

Lenn a ran oberenn Anjela Duval a-benn ma vo boazet ma divskouarn tamm-ha-tamm da sonerezh he yezh.
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<