Sedrez frigaset
Karout a ran barzhoniezh ar Bibl, barzhoniezh ar Salmoù dreist-holl. Leun a skeudennoù imbroudus int, tennet eus ur vro start, eus bro ar gouelec’h, eus bro an dour ral hag ar sedrez uhel.
Mouezh an Aotrou a dorr ar sedrez,Perak n’int ket a bep taol hon divskouarn evit anavezout ar vouezh-mañ a zirog mogerioù hor buhez ? Gallout a ra lakaat ar re c’halloudek da gouezhañ diwar o zron hag ar re izel da uhelaat (s.o. Lukaz 1, 52). Penaos e vefe tu da chom bouzar ?
an Aotrou a frigas sedrez al Liban :
Lakaat a ra al Liban da lammat evel ul leue,
hag ar Sirion evel ur bual yaouank. (Salm 28)
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<