Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

28.6.06

Fallgalon

OablAr fallgalon on krapet ganti hiziv.
Petra zo o waskañ ouzh va ene ? Poan-spered reizh pe emgarantez ziwir ? Ne gavin ket respont ebet. N’eus forzh penaos, ne vefe ket talvoudus.
Adkregiñ a ran gant red va buhez. Kempenn va gwele, distlabezañ va c’hambr, diskrivañ d’ur mignon, kendelc’her gant ul labour kroget bennak. Kendelc’her ouzh va buhez.
Fenoz ec’h adkavin va foan, ar gwask d’am c’halon.

Dre chañs e vefe bezañ un draig dic’hortoz hag a zegouezhfe em devezh. C’hoarzhadenn ur plac’hig hag a red war lerc’h he mamm. Un amezeg hag a son klarinetten en abardaez. Aloubiñ a ra ur sioulder trumm ac’hanon neuze, evel gwad nevez o redek em gwazhiennoù.

Pe netra. Frealz ebet. Bec’h ar vuhez o pouezañ war ma divskoaz.
Perak out mantret, va ene,
ha perak hirvoudiñ ?
Esper e Doue, rak e veuliñ a fell din,
eñ va salver ha va Doue ! (Salm 41)

0 evezhiadenn :

Lakait un evezhiadenn nevez

<< Degemer <<