Un deiz
Un deiz e-touez deizioù all
e choman ganin va-unan.
Perak e chomez da-unan-penn,
da-unan-penn, o va ene ?
Un deiz e-touez deizioù all
e teuy betek ennout
ha lâro dit, o va ene,
lâro dit e kar ac’hanout.
Un deiz e-touez deizioù all
e tridi gant al levenez
oc’h anavezout an hini
en doa da garet abaoe deizioù.
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<