Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

9.8.06

Testamant an derv

Un dervennLennet ’m eus hiziv e forom Yann ar gemenadenn-mañ a ziskriv ur frazenn gant Xavier Grall :
“ Testamant an derv, urzh ar siprez. ”
Kevrinus e chom ar gerioù-se evidon. Met ma prederian warno ur wech an amzer…
Respontet he deus Ingivaldur :
Urzh ar siprez : Ur seurt skeudenn dennet ouzh ar vered, urzh ar siprez en ul linenn rik a-hed an hentoù.
Testamant an derv : marteze skeud ar wezenn, pe kabelloù-touseg binimus… N’eus forzh, un dra bennak trist a dalv, met brav ar skeudenn.
D’am soñj (’m eus ket lennet an destenn gant Xavier Grall, ne lâran ket), ret e vefe klask kompren an div skeudenn a-gevret. Urzh ar siprez zo ur skeudenn dennet ouzh ar vered sur a-walc’h, met ne gavan liamm ebet gant an eben skeudenn. Me a glaskfe kentoc’h ul liamm e-keñver an tuadur en egor. Ar siprez a uhela war-zu an oabl tra ma sank an derv don en douar. Ar siprez zo ur skeudenn dennet ouzh an dazont, skeudenn an esper (ha setu perak e vez kavet kement siprez er beredoù). An derv zo ur skeudenn dennet ouzh an amzer tremenet, gant gwrizioù don (ur wezenn a vev pell-tre). Testamant an derv, ul liamm gant an amzer tremenet, urzh ar siprez, ul liamm gant an dazont. Testamant an derv, a zesk ar furnez dimp ; urzh ar siprez, a c’houlenn fiziañs hag esper diganimp.

0 evezhiadenn :

Lakait un evezhiadenn nevez

<< Degemer <<