Sonerezh an avel
Perak ec’h addegas gouel ar Pantekost ar memes gwerzioù gant Baudelaire d’am soñj bepred ?
Ar sonerezh ma c’hemer alies evel ur mor !
Davit ma sterenn zisliv,
dindan ul lein brumennek pe dre un eter frank,
e lakaan da ouel ;
Dont a ra da soñj din bloavezhioù ma bugaleaj e Provañs, pa vezen o kavout ma flijadur e redadennoù a-dreuz ar c’hoad krenn. En ode Saou, e-kichen Krest, en un douar trufennus, e tigor ur boulc’h evit an hini n’eus ket aon oc’h en em ginnig d’ar mistral feuls a chervad eno. Di ez aen em follentez evit kargañ ma c’horzailhenn gant c’hwezh ar munudig hag ar tin.Gant ma bruched war-raok ha ma skevent c’hwezhetBepred m’eus karet an avel, mignon ma rogoù e oad-krenn eo bet, an hini a fizien ennañ ma c’hevrinoù pa oan o yudal anezho a-dal dezhañ.
evel ul lien,
e krapan gant kein an tonnoù krugellet
a vouch an noz diouzhin ;
Santout a ran o taskrenañ ennon youloù hollUn avel bar e vefe en Doue, a c’hallfen risklañ lestr ma buhez dezhañ ? Prometiñ a ra ur chervad par, buhez a-leizh dimp ?
ul lestr o c’houzañv ;
an avel vadelezhus, ar barr-amzer gant e reverzhioù
a luskell ac’hanon
a-us d’an islonk divent.
A-wezhioù all, kalm-gwenn, melezour brasEur ar c’halm-gwenn, pa c’hwezh an aezhenn dister a santer a-boan, zo amzer ar feiz kentoc’h eget amzer an dic’hoanag.
ma dic’hoanag.

0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<