Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

13.8.06

Asompsion Vari

War ar seblant e kas ar marv Jezuz da get. Marvet eo ouzh ar groaz, en em zeroet en deus d’ar marv, da zismantr hor c’hig, da zismantr hor c’horf. Jezuz zo marvet da vat, ar marv zo bet diskaret warnañ. Gant e zasorc’hidigezh avat en deus trec’het ar marv da viken. Marv eo ar marv.
Asompsion ar Werc'hez VariTu zo da lavarout : Jezuz zo an den diwezhañ bet marvet da vat, ha Mari zo ar wreg kentañ o chom hep mervel e kevrin he asompsion. Ha ni, tud o tremen er bed-mañ, a varvimp, sur a-walc’h, rak hor c’horf a gouezho evel poultrenn d’ar bez. Met ne varvimp ket da vat, rak ar marv zo Jezuz trec’h warnañ. Mervel a raimp met gallout a reomp gant gwir arvestiñ e kevrin asompsion Vari ouzh dazont un trec’h da viken war ar marv, un trec’h prometet da bep hini e hon touez a-drugarez da zellidoù ar C’hrist. Mervel a raimp met gant an dazont-se en hor c’halon, dazont gloar hor c’horf e-kichen Doue.
Penngelennadur asompsion ar Werc’hez Vari zo ur penngelennadur gwall a-vremañ. Soñjit ’ta d’hor c’hempredidi fichet gant doazhadurioù eus broioù ar reter o c’hargouilhat gant meizad an adenkorfadur. Kendrec’het on ez eo an asompsion un digontamm a-enep an digalon a zo hunvreoù an adenkorfadur o sevel dioutañ.
Perak e hunvreont tud eus broioù ar c’hornaoueg en un adenkorfadur ? Perak ? Soñjal a reont na dalvfe ket hor buhez ar boan da vevañ. Soñjal a reont e vefe hor buhez un draonienn leun a zaeroù hag a boan : “ Emaon o vont da vervel evit en em adenkorfañ evel ur priñs pe ur briñsez, pe evel ur valafenn laouen o gournijellañ. Emaon o vont d’en em adenkorfañ evit ur vuhez all, ha na vo ket ken trist, ken start, ken direizh. Emaon o vont d’en em adenkorfañ evit chom hep bezañ ur gasedourez en ur gourmarc’had, met gwelloc’h ur sterner uhelañ, evit chom hep naetaat ti ar re binvidik, met evit kaout mitizhien em gopr er c’hontrol. Emaon o vont d’en em adenkorfañ peogwir e vefe re zireizh ma ne vefen ket estregedon. Ret eo din en em adenkorfañ peogwir ez on ur bout bennak all, ur bout hegaratoc’h, koantoc’h ha brasoc’h. ”
N’eo ket da vuhez evel-se avat ! Da vuhez zo hegarat, koant ha bras. Ne ra forzh da c’hloar e-kichen an dud, ne ra ket Doue diforc’h etre an dud. Karout a ra kement tud en deus krouet. E-tal an digalon e tiskouez kevrin asompsion ar Werc’hez Vari a zo he gloar dizoloet d’an holl : ar vatezh dilorc’h, ar werc’hez dianav gant istorourien an Henamzer, gwisket en ur vantell eus stered, an tour olifant, Rouanez ar rouanezed, leun a c’hloar Doue. Setu ar pezh a zo Doue o welout en den, setu ar pezh a fell da Zoue reiñ da bep hini.

0 evezhiadenn :

Lakait un evezhiadenn nevez

<< Degemer <<