Livioù ar vro
Louet, glas-louet, melen-louet, damc’hlas… Peseurt liv eo hor bro ? Kement-se mesk-ha-mesk war un dro. C’hoarzhin a ra ar Barizianed ouzh an amzer e Breizh, n’o deus ket komprenet pegen brav eo ar meskad a livioù louet pe c’hlas a zo dizoloet bemdez en un doare nevez. E karantez on gant arlivioù ar gweledvaoù e Breizh : n’eus ket sked trellus ebet o tiverkañ ar munudoù, ret eo d’an daoulagad pourmen gant pasianted a-dro-war-dro evit mont tre da gevrinoù eus ur c’hoad, da vurzhud eus parkeier dindan ar vrumenn pe eus ur pennkêr evit tarzh-an-deiz…
1 evezhiadenn :
Ar re ne gomprenont ket amzer Breizh, a vez digor bras Kreisteiz Frañs dezho, me zo sur :-)
Evit a sell ouzh Pariz em boa lennet gwechal, digant un arzour amerikan, ne ouie ket e oa kemend-all a arlivioù louet araok ma oa deuet da chom e ... Pariz :-). Lavaret a rae ivez an Ao. Pei, arkitekt brudet anezhañ, e vefe e biramidenn (el Louvre) ur melezour evit oabl Paris a kemme e zoare hep ehan.
Mod all e sellan ouzh oabl Paris abaoe 'm eus lennet-se. Hiziv da skouer !
E fin miz Here e vez an amzer e Paris heñvel awalc'h ouzh amzer e Breizh er mare-se : klouar, gleb, avelius ha ... louet. Ha me o soñjal em bro.
Kaer-kenañ e kavan an oabl koumoulek e Breizh, Enez Frañs ha Danmark, pa vez brav pe zamvrav an amzer. N'on ket barrek da ziskrivañ anezho. D'al livourien pe varzhed d'hen ober. Oabl Danmark a vez gwelet alies war borselen-hengoun eus ar vro-se.
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<