An deiz o tont
Setu ar pezh ’m eus ijinet en ur lenn ur varzhoneg gant Anjela Duval.
An deiz o tont, trec’h d’an noz sklas.
An heol o skeiñ ouzh ma stalafioù.
Mont a rin em sav war arbenn d’e bromesaoù.
Bemdez e vez un dasorc’h nevez
ha nerzhoù ha startijenn gantañ
evit derc’hel da vont…
Graet hoc’h eus al loar evit mentañ an amzerioù,
an heol a oar ampoent e guzh :
Degas a rit teñvalijenn ha setu an noz,
ma kantre enni holl loened ar c’hoadeier.
Al leoned yaouank a yud war-lerc’h o freizh
en ur c’houlenn o magadur digant Doue.
An heol a sav, setu m’en em dennont kuit,
evit mont da c’hourvez en o zoulloù.
Ha tro an den eo da vont er-maez evit e labour,
evit e drevell betek ar serr-noz. (Salm 103)
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<