Gwez o tañsal
Dec’h e oa brav-kenañ an amzer. Bet oan o vale en ur c’hoad e-kichen Roazhon evit fin an devezh. Ne oa ket kalz a dud d’an eur-mañ. Sioul e oa ar c’hoad. Ne gleved ket nemet kanaouennoù al laboused. Glas-mik oa an oabl, hep tarch ebet. O sellout ouzh bleñchenn ar gwez e oan, savet uhel dreist kefioù divuzul. Un aezhenn skañv a heje anezho. Fiñval a raent goustadik… Chomet e oan ur vunutenn pe ziv, sebezet gant o dañs. Sioulder ha peoc’h a leunie ma ene.
Ar gwez a zañs gant o fennoù tra ma tañs an den gant e dreid… Ret e vefe dimp deskiñ digant ar gwez un doare aereloc’h da vevañ !
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<