Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

31.1.07

An dourgi

An dourgi !An dourgi eo ma zotem skout. Setu perak e plij din al loen-se ! Dourgon zo hag a vev e-barzh ar mor, re all a vev e-barzh ar stêrioù. Barrek-kenañ int war an neuñviñ. Gwelet em eus unan o neuñviñ war e gein en ur zebriñ un istrenn. Lakaet en doa ur maen plaen war e gof hag an istrenn warnañ. En ur flodañ e oa o stekiñ ouzh an istrenn gant un eil maen evit terriñ anezhi. Pebezh ijin ! Ha pegen ampart e oa al loenig-mañ ! Ma vez muzuliet ar speredegezh dre ar varregezh da implij binvioù, e vez neuze an dourgi ul loen gwall speredek hag a oar implij daou venveg a-stroll evit digeriñ un istrenn. Ar paour-kaezh loen en deus ur feur brav o sachañ evezh ar chaseourien siwazh… N’eus ket ken kalz a zourgon en hor gwazhioù evit an deizioù.

1 evezhiadenn :

Skrivet gant Anonymous Anonyme...

'Morse n'em eus gwelet deus outo siwazh.
Gwelet ur fazan er mintin-mañ er park a-dal d'an ti(ur fazanez eme ma gwreg). Kaer kenañ.
E-pad ar dibenn-sizhun eo deuet a-benn da ziwall diouzh ar chaseourien, hag int o furchal gozik bemdez.

6/2/07 21:40  

Lakait un evezhiadenn nevez

<< Degemer <<