Livioù
En eil levriad an antologiezh gant Frañsez Favereau anvet Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved (Montroulez : Skol Vreizh, 2003) e vez kavet un destenn verr gant Maodez Glanndour (anv-pluenn an aotrou Loeiz ar Floc’h), “Liv” hec’h anv, p. 477 :
Livioù, livioù, dreist pep tra livioù.Amañ, da lavarout eo e Breizh, n’eus nemet meskajoù al livioù. An aer treuzwelus a zo tarchoù eus livioù a bep seurt ennañ.
Amañ n’eo ket danvezek, kalet, troc’het resis al livioù. Amañ int skañv, fiñvus. Du-hont e veze ganto doare un dra, amañ eo doare an aer.
E bro Italia e oan deuet da heugiñ ouzh ar sklerijenn-se ponner ha mut. Du-hont ne veze nemet daou liv, melen an heol ha glas an neñv, ar re all a oa lazhet. Ken teñval ar siprez hag an derv — du bepred heñvel.Oc’h en em c’houlenn emaon : penaos e vo degemeret an dud en ur vro ha na c’houzañv ket an arlivioù disheñvel, en ur vro ma vezont lazhet enni ?
Breiz, douar al livioù bepred nevez, sonerez kemmus war vent an deiz hag amzerioù ar bloaz, arlivioù a zaskren hag a nij en aer.Gwelloc’h e vefe ganin meuleudi al liv louet a zo ur meskaj eus gwenn ha du, evel-just, eus glas ha melen zoken. Louet eo an oabl hag ar parkeier dindan ar vrumenn, louet eo ar mor en traoñ a ya da dizhout betek fin ar bed. Louet-glas eo daoulagad ar vaouez harpet ouzh he bazh. Ha louet ivez he c’halon marteze, desket ankouaat he lorc’h eus ar vro hag eus ar yezh war he lerc’h.
Liv glas, dit da gentañ va meuleudi […]
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<