Goañv
Evel ma kemmesk ar mor gant ul latar stank en deus gwisket an douar al libistr sklas a ya a-sil e-barzh pep hent-kev, pep toullenn ha pep erv. Diskolpañ a ra an douar lizennek, gwak ha bresk war un dro. Mirout a ra kement hini a vac’h warnañ, den pe loen, da genseurt e zienez. Trouz ebet, liv ebet war ar parkeier, bezioù bras ha digor o c’hortoz ma lonkint o freizhoù. N’eus nemet ur yenijenn louet ha luget o skornañ ar vro. Strivañ a ra ul labous du da nijal dreist ar golo eus poan stonket ouzh gorre ar maezioù. Un darnij ponner hag izel, prouenn splann eus nerzh ar reuz hag eus gwander ar vuhez. Pegen yen eo din em c’halon !
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<