Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

5.9.06

Minos ha Nikos

Un tarvLennet ’m eus ur c’heñveriadur gwall zedennus etre mojenn ar Minotaur hag an abadenn vrudet-kenañ “Star Academy” er skinwel. Pa vez komzet eus ur pemzek den bennak, merc’hed ha paotred a-gevret, bodet er memes lec’h prennet, a vo amprouet gant meur a arnodenn griz, kaset kuit an eil goude egile, betek ma ne chomo nemet ur gounezer, ur c’hloar zivent gantañ, peseurt soñj a zeu deoc’h ?
Gwechall e oa ur roue, Minos e anv, en doa aloubet kêr Aten ha goulennet groñs e vefe kaset seizh paotr ha seizh plac’h da Enez-Greta bep nav bloaz. Ur roñfl den-tarv, Minotaur e anv, a c’hortoze an dud yaouank en ur milendall evit plaouiañ anezho. Gouzout a rit an istor : Teze an hini eo a oa aet ar maout […!] gantañ.
Iskis eo ar c’heñveriadur, n’eo ket ? Oc’h en em c’houlenn emaon : ret e vefe kompren eo Nikos (displeger an abadenn) ur Minos nevez, da lavarout eo un enebour kriz, ur mac’homer a-enep ar yaouankiz ?
Pe n’eo ket Nikos an enebour, met reizhiad ar skinwel kentoc’h…

1 evezhiadenn :

Skrivet gant Anonymous Anonyme...

Enebiñ a ra Julien Gracq ar mojennoù eus an henamzer d'ar re eus ar grennamzer. E rakskrid d'e levr "Le Roi Pêcheur" (José Corti) eo e komz eus se.
Mekanikoù-ifern eo al lod vrasañ eus ar mojennoù eus an henamzer, hervezañ. Savet int gant an doueed evit kas an dud da get.
Er c'hontrol n'eo ket skrijus ar mojennoù eus ar grennamzer. Bez ez int ur benveg govelet evit da lavaret terriñ bevennoù zo.
Setu, n'em eus gwelet biskoazh Star Academy. Ha forzh penaos gwell eo ganin mignoniezh marc'hegerien an Daol-Grenn :-)
Dont a ra d'am soñj bremañ o klevet Patrick Le Lay lavaret e oa dipitet ken e oa, peogwir ne oa ket ar Vretoned dedennet gant an istorioù keltiek a veze kinniget dezho gant TVBreizh. Gwell eo Star Academy ganto emezañ en ur vousc'hoarzhin :-)

3/10/06 19:46  

Lakait un evezhiadenn nevez

<< Degemer <<