Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

18.3.07

Dallidigezh hor buhez

Bezañ ur c’hristen n’eo ket aes. Gouzout a reomp mat se ! War hent hor buhez hon eus en em zizoloet e hentoù-dall. A wechoù e kave deomp e c’hallfemp displegañ ar feiz kristen hervez ur skeudenn ne oa ket dereat eviti avat.
Hon troioù-kaer a feiz hon eus pep hini, pe, kentoc’h, hor gwalldroioù. Bez’ ez eus deizioù ma sav ar gouloù o tiskuliañ hon hent-dall, o flatrañ ar gitaj hor boa gwisket evit hañvalout war ur c’hristen gwir.
Sur-mat ho peus graet an arnodenn-mañ : goude komzoù ur mignon, war lerc’h un darvoud bennak en hor buhez, e-pad un diviz, en ur lenn ar Bibl, en ur lidañ ur sakramant, pe simpl-ha-simpl e-pad ar bedenn, e vez dizoloet un darn eus hor buhez evel un dra flak ha bresk war un dro. Kavout a rae din e ouien pep tra diwar benn ar garantez ma’z on krog da zizoleiñ penaos e c’hallfe stummañ ma buhez. Kavout a rae din em boa dibabet an doare dereat da vont gant an arc’hant ma komprenan pegen bouzar on bet ouzh kalvadennoù ur mignon din. Kavout a rae din bezañ war lerc’h ar C’hrist ma oan o c’hengervel anezhañ.
Degouezhout a ra un dra vadinellus, un diskuliadur. Dizoleiñ a ran ma hent-dall. Hag un hent nevez-flamm a ya war wel d’am dallidigezh.
Evel-se e ya an den a feiz war-raok, eus e zallidigezh d’un diskuliadur. Setu penaos e tarev ar feiz, penaos e kresk ar vuhez speredel. An hent-mañ zo ret d’ar feiz a vez dalc’hmat keidet ha diazezet dreuzañ.

1 evezhiadenn :

Skrivet gant Anonymous Anonyme...

O vezañ ma 'z oc'h dominikan e roan da c'houzout deoc'h an dra-mañ :
http://www.dom.edu/event.asp?nav_id=2028&snav_id=&tnav_id=1006&event_id=4040
a viot intereset ivez marteze gant an "non dualistic approach" a zo anv anezhañ eno.

28/3/07 11:34  

Lakait un evezhiadenn nevez

<< Degemer <<