Yaouankiz
(Diwar ur werz gant Li Bai.)
E kreiz al lenn bihan
ez eus un hañvdi eus porselen
gwer ha gwenn.
Evel kein un tiger
e kromm ur pont eus mein-jad
war-zu an hañvdi.
En o c’hoazez er gêr, mignoned
gwisket brav, oc’h evañ hag o varvailhat.
Meur a hini o skrivañ gwerzioù.
O milginoù seiz troñset a-dreñv,
o zogoù gwintet laouen
betek ar chouk.
War c’horre sioul al lenn bihan
e vez gwelet marvailhoù
e melezour an dour.
Heñvel ouzh ul loargresk
e lugern ar pont, bolz war an tu gin.
Mignoned wisket brav oc’h evañ hag o varvailhat.
An holl en o sav war o fenn
en hañvdi eus porselen
gwer ha gwenn.
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<