Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

24.10.07

Ar c’hleñved Alzheimer

Ur pennad ’m eus kavet er gazetenn “ Le Monde 2 ” diwar-benn ar c’hleñved Alzheimer, gant un atersadenn fromus eus ur gleñvouriez, Claude hec’h anv, en deus savet ur blog evit kontañ he buhez.

Setu komzoù tennet eus hec’h atersadenn…
En em santout a ran evel un den “ skignet &rdquo, a-stlabez.

Mont a ra kuit ma spered troc’h-didroc’h.

Ur wezennN’on ket evit ober lamaduroù. Ne ran ket nemet sammadurioù. Marteze rak ne fell ket din ken e vo dilamet un dra bennak diganin. Bevañ a ran evel ma vijen en ur wezenn e vije torret he skourroù a-vuzul ma’z an a-raok enni.
Ha d’he div verc’h e lavar :
Marteze e vo un deiz ma n’anavezin ket ken ac’hanoc’h. Un dra zo sur avat : en em santout a rin brav ganeoc’h bepred. Chom a ray ar garantez, ar garantez rik-ha-rik. Neuze, perak bezañ trist ? Ma reot strivioù evit chom joaius ha laouen, daoust ar glac’har, e vo mat deomp a-gevret.

1 evezhiadenn :

Skrivet gant Anonymous Yann...

Trist planedenn ar c'hlañvour, ha trist planedenn ar re eus e familh a ra war e dro.
A-nevez 'm oa klevet lavaret en doa ar c'hozhañ kantvloaziad e Japon goulennet o digarez digant e familh.

25/10/07 12:13  

Lakait un evezhiadenn nevez

<< Degemer <<