Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

30.5.07

Óneri mihi sum

Lamm
Nunc autem quóniam quem tu imples, súblevas eum, quóniam tui plenus non sum, óneri mihi sum. [Neuze an hini a leugnit a vez savet ganeoc’h dre ma vezan ur garg evidon-me pa ne vezan ket leuniet ganeoc’h.]
Lennet em eus ar frazenn gevrinus-mañ gant sant Augustin hiziv. Ur paradoks eo : pa vez goullo an ene e vez ponner, pa vez leun a Zoue e vez skañv. Ar mab-den a vez flastret gant pouez e vuhez pa vez goullo eus bezañs Doue e ene. Gant gras Doue avat e vez kresket dezhañ diveskell, diveskell al levenez, diveskell ar Spered Glan.

0 evezhiadenn :

Lakait un evezhiadenn nevez

<< Degemer <<