Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

12.5.07

Bennigañ ar vaouez

Hiziv eo bet kontet din ar pezh a vez graet e Bro Sri Lanka d’ar merc’hed pa vezont deuet d’o c’hrennoad. Evit mizioù kentañ ar plac’h e vez lidet ur gouel dreist ha dibar : gwisket e vez ar plac’h evel ur briñsez, profoù a vez roet dezhi. Ne vez ket kuzhet hec’h afer, er c’hontrol e vez embannet d’ar gerent ha d’an amezeien… Setu ur vaouez nevez o tont en hon touez !
Pegen brav eo ar c’hustum-se ! Lakaet e vez d’ar merc’hed kompren bri hag enor o stad : n’eus ket mezh ebet gantañ !
Ur paotr on, n’ouzon ket penaos e vez santet gant ar merc’hed o donedigezh d’an oad. Me a gav din koulskoude n’eo ket aes-tre dezho en hor broioù pa vez kuzhet d’an holl ur prantad ken a-bouez evito. A-dra-sur e vez aesoc’h da briñsezed eus Sri Lanka, gwisket brav ha benniget gant an holl.

0 evezhiadenn :

Lakait un evezhiadenn nevez

<< Degemer <<