Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

17.4.07

C’hoantoù an oad-gour

Karget omp gant c’hoantoù n’o deus ket kavet o gwalc’h. Setu orin poan-spered an dud lies-a-wech… C’hoantegezh an den n’anavez harz ebet. Re greñv eo ha ne vo distavet biken. An den a zo bras ha ledan e galon, n’eus ket moaien d’he leuniañ. Emañ tristidigezh an ene hag hiraezh dizeur ar spered o chom el lec’h dilaouen-mañ ma klemmich hor c’halon. Petra a zo d’ober neuze ? Huanadiñ a-hed an devezh ? Keinal eus tarzh-an-deiz betek eurioù digousk an nozvezh ? Chom grignous o trueziñ outañ e-unañ ? Gwelloc’h e vefe klask risklañ e vuhez en ur zegemer e c’hoantoù, en ur asantiñ outo. Hent al levenez a dremen amañ. Kavet e vo al levenez en ur zilenn e c’hoantoù, ha n’eo ket en ur chom a-grap ouzh o seveniñ. Karet e vo ar gortoz muioc’h eget ar pezh a vez gortozet. Karet e vo ar c’hoant muioc’h eget ar pezh a vez spurmantet. Setu marteze furnez an oad-gour : gouzout tu ar gortoz, tu ar basianted, staget d’al levenez a zeu…

0 evezhiadenn :

Lakait un evezhiadenn nevez

<< Degemer <<