Paotr an tour-tan
A-daol-trumm eo deut anat din : paotr an tour-tan eo an Aotrou Doue hervez ma kont ar salm 92.
An Aotrou a ren ! Gwisket eo a splannder,Sklaer evel lagad an naer eo ar skeudenn : evel ma vije an Aotrou Doue paotr an tour-tan uhelañ war an douar, o troniñ dreist ar bed a-bezh, kreñv a-enep an nerzhioù gourdrouzus a dag ac’hanomp bemdez. An trec’h a vo gantañ, sur-mat. Diazezet en deus ar bed na vrallo biken. Arabat spontañ neuze : ma vez an Aotrou ganeomp, piv a vije a-enep deomp ?
gwisket a nerzh eo an Aotrou,
gourizet en deus e zargreiz gant galloud.
Diazezet hoc’h eus an hollved, ne vrallo ket !
Ho tron hoc’h eus startaet a holl viskoazh,
a-vepred ez oc’h-c’hwi o Doue !
Ar stêrioù bras a sav, Aotrou,
ar stêrioù bras a sav o mouezhioù,
ar stêrioù bras a sav en ur grozal.
Kreñvoc’h eget mouzeh an doureier bras,
galloudusoc’h eget tarzhioù ar mor
eo galloudus an Aotrou en neñvoù.
Sur-meurbet ha divrall en ho tivizadurioù !
Ar santelezh, Aotrou, a zo dleet d’ho ti
e padelezh an amzerioù.
3 evezhiadenn :
Demat deoc'h Aotrou Rémi,
N'on ket mat komz brezhoneg. Met emaon o studia brezhoneg. Gwellet on salm 92 (93 e saozneg). Lennet on ar salm e saozneg. WOW!!
C'hwi a lenn ar bibl?
Merci de votre patience (thanks for you patience). trugarez
Byron
Salut deoc'h Byron,
evel-just e lennan ar Bibl !
Kompren a ran mat ? C'hwi zo o teskiñ brezhoneg ha galleg war un dro ?!!! N'eo ket aes. Kalon vat deoc'h neuze !
A galon,
Rémi
Ya evel-just. 'Peus notenn ar bibl war ar blog-mañ. Pelec'h kavet 'peus ar bibl e brezhoneg? 'Meus kavet ar pevar aviel @ ar pevar aviel
Quand je sais plus, je retournerai e brezhoneg!
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<