En tren
En-dro d’am blog ! Pelloc’h eget ur bloavezh n’em eus ket skrivet warnañ. Adkavout a ran anezhañ gant doujañs un tammig. Ne oan ket evit lakaat anezhañ didu, dilezet, emzivat. Skiant am boa da zilezel ar yezh war un dro gantañ. N’eus ket anv !
Tremen a ran ur sizhunvezh e Belgia. Bemdez ez on gant an tren eus Rixensart da Louvain-an-Nevez evit ar beure, hag en-dro da Rixensart e fin an devezh. Labourat a ran e levraoueg ar skol-veur. Ur vuhez kompez, enoeüs zoken. Plijout a ra din memestra ar vuhez louet-mañ, ha n’eus ket traoù dibar enni. Traoùigoù fentus a zeu da vezañ a-bouez : ur plac’h o vousc’hoarzhin en ur bignat d’ar c’hombod (hag uhel e zerezioù !), ur paotr o venel kousket a-benn pemp munutenn goude ma eo loc’het an tren. War ribl an hent eo strewet gouleier-tremen kozh kouezhet abaoe meur a vloaz. N’eo ket brav, sur a-walc’h. Em soñj avat int henvel ouzh ar c’hrizennoù war dremm un den kozh. Kaer a gavan anezho.
0 evezhiadenn :
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<