Klañv c’hoazh !
Klañv on abaoe ur mizvezh. Tanijenn ar sinus ’m eus, droug sinus hervez ar geriadur. Torr-penn eo. Kavout a ra din evel ma vefe leuniet ma fenn gant stoub pe gant koton. Diaes eo labourat e-giz-se !
Bet on e ti ar medisin ur wech, hag ur wech all goude div sizhunvezh. Bewech en deus roet din louzoù da gemer. Evit ar wech-mañ eo ret din kemer un antibiotik kreñv-tre. Lennet ’m eus an notennig a ya gant ar voest. Efedoù da c’hoarvezout : droug stir (da laret eo “ tendinite ”), sav-kalon, foerell, h. a. !
Kalon vat, ma faotr ! Emaout o vont da barañ… emichañs !
2 evezhiadenn :
Ra vo gwellaet deoc'h !
Yann
Doue d'ho pennigo
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<