Erc’h war an enezeg
Adkavout a ran hiziv ar gwerzioù-mañ gant Maodez Glanndour am boa lennet mizioù zo. Brudet kenañ int hep mare abalamour d’o c’hoantiz.
Hag-eñ eo diskennet en nozPiv a c’hallfe treiñ ar gwerzioù ha ne drubardfe o aozer ? Un abeg c’hoazh evit deskiñ ar yezh…
Elerc’h gwenn-kann an hanternoz ?
Hag e kouskont er mor morzet,
Pleget o fenn dindan o fluñv.
N’eo ket elerc’h. An erc’h
A zo kouezhet askellek en enezeg.
N’eus en aber ’met reier
A huñvre kuñv dindan o fluñv.
1 evezhiadenn :
Ya brav !
War a welan ez eus rimoù diabarzh.
Kement a draoù kaer ez eus da lenn ! N'on ket evit dont a-benn.
Lakait un evezhiadenn nevez
<< Degemer <<