Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

18.2.07

Distro eus Dubai

Aet on e Dubai evit ur sizhunvezh, pedet gant mignoned din hag a labouront eno. Gwelet ho peus fotoioù eus savadurioù uhel uhel e Dubai ? Badinellus int. Hag ar c’hreizennoù kenwerzh ? Ski e Dubai Unan eus ar re brasañ a endalc’h ur savlec’h evit skiañ, gant erc’h ardaouel, redhentoù, ur fundagor… Ur boem !… Ur boem ? N’eo ket sur a-walc’h. Diaezet oan bet o welout an holl varvailhoù-mañ. Ugent vloaz zo on bet e bro Arabia evit ma labour (ijinour douaroniour e oan a vicher). Dizoloet am boa ur bed all, pinvidik-mor, tomm abominapl, ne oa ket plijus-tre bevañ ennañ. Souezhus e oa : roud ebet eus sevenadur ar vro, nemet un dra : d’ar Gwener (devezh dilabour ar sizhun) e weled teltennoù bras savet war ribl ar gourhentoù hag a oa ar familhoù o tremen an devezh enno, evel ma vevent kant vloaz zo. Un diempradur par am eus dizoloet e Dubai. Pinvidigezh bepred ha dre-holl, sevenadur ebet avat. N’eus ket na mirdioù na testoù an amzer tremenet. Ur vro ziliammet eus an istor, hep gwrizioù.