Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

24.2.09

Klañv c’hoazh !

Klañv on abaoe ur mizvezh. Tanijenn ar sinus ’m eus, droug sinus hervez ar geriadur. Torr-penn eo. Kavout a ra din evel ma vefe leuniet ma fenn gant stoub pe gant koton. Diaes eo labourat e-giz-se !

Bet on e ti ar medisin ur wech, hag ur wech all goude div sizhunvezh. Bewech en deus roet din louzoù da gemer. Evit ar wech-mañ eo ret din kemer un antibiotik kreñv-tre. Lennet ’m eus an notennig a ya gant ar voest. Efedoù da c’hoarvezout : droug stir (da laret eo “ tendinite ”), sav-kalon, foerell, h. a. !

Kalon vat, ma faotr ! Emaout o vont da barañ… emichañs !

20.2.09

En tren

En-dro d’am blog ! Pelloc’h eget ur bloavezh n’em eus ket skrivet warnañ. Adkavout a ran anezhañ gant doujañs un tammig. Ne oan ket evit lakaat anezhañ didu, dilezet, emzivat. Skiant am boa da zilezel ar yezh war un dro gantañ. N’eus ket anv !

Hent-houarnTremen a ran ur sizhunvezh e Belgia. Bemdez ez on gant an tren eus Rixensart da Louvain-an-Nevez evit ar beure, hag en-dro da Rixensart e fin an devezh. Labourat a ran e levraoueg ar skol-veur. Ur vuhez kompez, enoeüs zoken. Plijout a ra din memestra ar vuhez louet-mañ, ha n’eus ket traoù dibar enni. Traoùigoù fentus a zeu da vezañ a-bouez : ur plac’h o vousc’hoarzhin en ur bignat d’ar c’hombod (hag uhel e zerezioù !), ur paotr o venel kousket a-benn pemp munutenn goude ma eo loc’het an tren. War ribl an hent eo strewet gouleier-tremen kozh kouezhet abaoe meur a vloaz. N’eo ket brav, sur a-walc’h. Em soñj avat int henvel ouzh ar c’hrizennoù war dremm un den kozh. Kaer a gavan anezho.