Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

22.4.07

Paotr an tour-tan

A-daol-trumm eo deut anat din : paotr an tour-tan eo an Aotrou Doue hervez ma kont ar salm 92.
Un tour-tanAn Aotrou a ren ! Gwisket eo a splannder,
gwisket a nerzh eo an Aotrou,
gourizet en deus e zargreiz gant galloud.

Diazezet hoc’h eus an hollved, ne vrallo ket !
Ho tron hoc’h eus startaet a holl viskoazh,
a-vepred ez oc’h-c’hwi o Doue !

Ar stêrioù bras a sav, Aotrou,
ar stêrioù bras a sav o mouezhioù,
ar stêrioù bras a sav en ur grozal.

Kreñvoc’h eget mouzeh an doureier bras,
galloudusoc’h eget tarzhioù ar mor
eo galloudus an Aotrou en neñvoù.

Sur-meurbet ha divrall en ho tivizadurioù !
Ar santelezh, Aotrou, a zo dleet d’ho ti
e padelezh an amzerioù.
Sklaer evel lagad an naer eo ar skeudenn : evel ma vije an Aotrou Doue paotr an tour-tan uhelañ war an douar, o troniñ dreist ar bed a-bezh, kreñv a-enep an nerzhioù gourdrouzus a dag ac’hanomp bemdez. An trec’h a vo gantañ, sur-mat. Diazezet en deus ar bed na vrallo biken. Arabat spontañ neuze : ma vez an Aotrou ganeomp, piv a vije a-enep deomp ?

17.4.07

C’hoantoù an oad-gour

Karget omp gant c’hoantoù n’o deus ket kavet o gwalc’h. Setu orin poan-spered an dud lies-a-wech… C’hoantegezh an den n’anavez harz ebet. Re greñv eo ha ne vo distavet biken. An den a zo bras ha ledan e galon, n’eus ket moaien d’he leuniañ. Emañ tristidigezh an ene hag hiraezh dizeur ar spered o chom el lec’h dilaouen-mañ ma klemmich hor c’halon. Petra a zo d’ober neuze ? Huanadiñ a-hed an devezh ? Keinal eus tarzh-an-deiz betek eurioù digousk an nozvezh ? Chom grignous o trueziñ outañ e-unañ ? Gwelloc’h e vefe klask risklañ e vuhez en ur zegemer e c’hoantoù, en ur asantiñ outo. Hent al levenez a dremen amañ. Kavet e vo al levenez en ur zilenn e c’hoantoù, ha n’eo ket en ur chom a-grap ouzh o seveniñ. Karet e vo ar gortoz muioc’h eget ar pezh a vez gortozet. Karet e vo ar c’hoant muioc’h eget ar pezh a vez spurmantet. Setu marteze furnez an oad-gour : gouzout tu ar gortoz, tu ar basianted, staget d’al levenez a zeu…

9.4.07

Gwez o tañsal

GwezDec’h e oa brav-kenañ an amzer. Bet oan o vale en ur c’hoad e-kichen Roazhon evit fin an devezh. Ne oa ket kalz a dud d’an eur-mañ. Sioul e oa ar c’hoad. Ne gleved ket nemet kanaouennoù al laboused. Glas-mik oa an oabl, hep tarch ebet. O sellout ouzh bleñchenn ar gwez e oan, savet uhel dreist kefioù divuzul. Un aezhenn skañv a heje anezho. Fiñval a raent goustadik… Chomet e oan ur vunutenn pe ziv, sebezet gant o dañs. Sioulder ha peoc’h a leunie ma ene.
Ar gwez a zañs gant o fennoù tra ma tañs an den gant e dreid… Ret e vefe dimp deskiñ digant ar gwez un doare aereloc’h da vevañ !