Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

25.7.07

Skuizhnez ebet

Ur wagennLennet en ul levr gant Exbrayat (!) : ne yelo ket ar mor da vezañ skuizh biken…

N’eo ket diwir ! En em c’houlenn a ran : an abeg an hini eo ma vez santet ur voem o sellout ouzh ar mor ? Setu an nerzh diaoz, setu ar youl glan, ha n’anavez skuizhnez ebet. Pep den a blij dezhañ arvest ar mor o ruilhañ e wag a-stok ouzh an aod. Nerzh a vo kavet ennañ, ha pasianted ar garantez.

9.7.07

C’hoarzhin

mousc'hoarzhStlepel a ra e c’hoarzh
dreist keleier ar walleur,
ur gontell lemm hag a droc’h
un egor disuj evit ar vuhez.
Laouenn hag hegarat e zremm,
yac’h-pesk ha bev e galon.

2.7.07

Erc’h war an enezeg

Adkavout a ran hiziv ar gwerzioù-mañ gant Maodez Glanndour am boa lennet mizioù zo. Brudet kenañ int hep mare abalamour d’o c’hoantiz.
Hag-eñ eo diskennet en noz
Elerc’h gwenn-kann an hanternoz ?
Hag e kouskont er mor morzet,
Pleget o fenn dindan o fluñv.

N’eo ket elerc’h. An erc’h
A zo kouezhet askellek en enezeg.
N’eus en aber ’met reier
A huñvre kuñv dindan o fluñv.
Piv a c’hallfe treiñ ar gwerzioù ha ne drubardfe o aozer ? Un abeg c’hoazh evit deskiñ ar yezh…