Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

4.11.06

Droch eo an dud

Setu ar pezh ’m eus lennet war lec’hienn AFP diwar-benn harzadenn an Itron Lelièvre, mamm yaouank David, he deus lakaet anezhañ marv en ul lenn e-kichen Redon :
Ar vamm yaouank […] zo deuet berr-ha-berr da he chomlec’h gant an archerien. Aet eo da c’houde dioutañ dindan huadoù un ugent den oadet bennak, gant bugale en o zouez, bodet dirak ar savadur.
Gant ar vezh ! Ne gomprenan ket an huadoù-se… Ne zifennan ket muntr ur babig, evel-just. Me a gav din, koulskoude, n’eo ket ar vamm-se un euzhden hag a vefe ret diskouez anezhañ en ur gunujañ warnañ. N’ouzon ket ar pezh zo c’hoarvezet etre ar vamm hag he babig. N’anavezan ket buhez ar vaouez-se. Un dra zo sur koulskoude : un den eo, un den eveldon, un den eveldoc’h. Klañv he spered, marteze, sur a-walc’h. Met un den a chom da vezañ. Ne vo ket kollet an doujañs biken he deus urzh dezhañ.