Óneri mihi sum
Nunc autem quóniam quem tu imples, súblevas eum, quóniam tui plenus non sum, óneri mihi sum. [Neuze an hini a leugnit a vez savet ganeoc’h dre ma vezan ur garg evidon-me pa ne vezan ket leuniet ganeoc’h.]Lennet em eus ar frazenn gevrinus-mañ gant sant Augustin hiziv. Ur paradoks eo : pa vez goullo an ene e vez ponner, pa vez leun a Zoue e vez skañv. Ar mab-den a vez flastret gant pouez e vuhez pa vez goullo eus bezañs Doue e ene. Gant gras Doue avat e vez kresket dezhañ diveskell, diveskell al levenez, diveskell ar Spered Glan.