Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

31.1.07

An dourgi

An dourgi !An dourgi eo ma zotem skout. Setu perak e plij din al loen-se ! Dourgon zo hag a vev e-barzh ar mor, re all a vev e-barzh ar stêrioù. Barrek-kenañ int war an neuñviñ. Gwelet em eus unan o neuñviñ war e gein en ur zebriñ un istrenn. Lakaet en doa ur maen plaen war e gof hag an istrenn warnañ. En ur flodañ e oa o stekiñ ouzh an istrenn gant un eil maen evit terriñ anezhi. Pebezh ijin ! Ha pegen ampart e oa al loenig-mañ ! Ma vez muzuliet ar speredegezh dre ar varregezh da implij binvioù, e vez neuze an dourgi ul loen gwall speredek hag a oar implij daou venveg a-stroll evit digeriñ un istrenn. Ar paour-kaezh loen en deus ur feur brav o sachañ evezh ar chaseourien siwazh… N’eus ket ken kalz a zourgon en hor gwazhioù evit an deizioù.

3.1.07

Skiant ar mad

Ur paotr en e garr a c’houlenn digant ur c’houer : “Pelec’h emañ an hent da Wengamp ?” An hini all da respont : “En ho plas, n’ajen ket eus amañ !”
Fentus ha souezhus eo ar respont-mañ. Heñvel eo ouzh hon doare da leviañ buhez ar re all avat !
Panell heñchañAlies e vez graet evel-se gant an dud : e-lec’h skoazellañ anezho ne reomp ket nemet disklêriañ dezho penaos (pe biv) e vefe ret dezho bezañ. “Gwelloc’h e vefe dit bezañ an den-mañ-den ! E-giz-se e vefe tu d’ober un dra vat ac’hanout !”
Da gentañ ret dimp degemer ar re all hervez ma’z int. Da eil klask ganto un hent aes evit o buhez. Ha mat pell zo.