Paotr an tour-tan
A-daol-trumm eo deut anat din : paotr an tour-tan eo an Aotrou Doue hervez ma kont ar salm 92.
An Aotrou a ren ! Gwisket eo a splannder,Sklaer evel lagad an naer eo ar skeudenn : evel ma vije an Aotrou Doue paotr an tour-tan uhelañ war an douar, o troniñ dreist ar bed a-bezh, kreñv a-enep an nerzhioù gourdrouzus a dag ac’hanomp bemdez. An trec’h a vo gantañ, sur-mat. Diazezet en deus ar bed na vrallo biken. Arabat spontañ neuze : ma vez an Aotrou ganeomp, piv a vije a-enep deomp ?
gwisket a nerzh eo an Aotrou,
gourizet en deus e zargreiz gant galloud.
Diazezet hoc’h eus an hollved, ne vrallo ket !
Ho tron hoc’h eus startaet a holl viskoazh,
a-vepred ez oc’h-c’hwi o Doue !
Ar stêrioù bras a sav, Aotrou,
ar stêrioù bras a sav o mouezhioù,
ar stêrioù bras a sav en ur grozal.
Kreñvoc’h eget mouzeh an doureier bras,
galloudusoc’h eget tarzhioù ar mor
eo galloudus an Aotrou en neñvoù.
Sur-meurbet ha divrall en ho tivizadurioù !
Ar santelezh, Aotrou, a zo dleet d’ho ti
e padelezh an amzerioù.