Minos ha Nikos

Gwechall e oa ur roue, Minos e anv, en doa aloubet kêr Aten ha goulennet groñs e vefe kaset seizh paotr ha seizh plac’h da Enez-Greta bep nav bloaz. Ur roñfl den-tarv, Minotaur e anv, a c’hortoze an dud yaouank en ur milendall evit plaouiañ anezho. Gouzout a rit an istor : Teze an hini eo a oa aet ar maout […!] gantañ.
Iskis eo ar c’heñveriadur, n’eo ket ? Oc’h en em c’houlenn emaon : ret e vefe kompren eo Nikos (displeger an abadenn) ur Minos nevez, da lavarout eo un enebour kriz, ur mac’homer a-enep ar yaouankiz ?
Pe n’eo ket Nikos an enebour, met reizhiad ar skinwel kentoc’h…