del.icio.us
Lennet ho peus marteze war du kleiz ma fajenn an titl iskis-mañ : del.icio.us. Petra eo se ?
Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !
Lennet ho peus marteze war du kleiz ma fajenn an titl iskis-mañ : del.icio.us. Petra eo se ?
Nevez-digoret eo an astenn .cat evit Katalonia. Gwadeloup, Gwiana, ar Martinik hag ar Reünion o deus ivez o astenn .gp, .gf, .mq ha .re dija ! Ret eo da Vreizh kaout .bzh ! Evit ma vo klevet hor mouezh gant an AFNIC hag an ICANN, a zo karget da reoliata an astennoù war ar genrouedad, sinit ar skrid-goulenn-mañ !Anavezout a rit bzh.bz ? Gant al lec’hienn-se eo tu da sevel ur chomlec’h gant .bzh.bz evit e lod-dibenn (an astenn .bz zo astenn bro bVeliz). Da skouer tu zo da dapout va blog gant ar chomlec’h-mañ : http://red-an-dour.bzh.bz/… Dreist !
Lennet war lec’hienn Kervarker al lavar-mañ a zo leun a velkoni :
Ur c’hae-spern a ya da dri bloaz,Mervel a ra an den pa vez ur bloaz ha pevar-ugent, neuze ! Pevar-ugent vloaz a lavar ur salm ivez :
Tri oad-kae, oad ki,
Tri oad ki, oad marc’h,
Tri oad marc’h, oad den,
Tri oad den, oad moualc’h beg melen,
Tri oad an den e chom ar voualc’h er c’hoad,
Nemet er goañv e vez re yen.
Deizioù hor buhez dek vloaz ha tri-ugent,
evit ar re greñvañ, pevar-ugent,
ha c’hoazh o lod brasañ a zo poan ha labour,
gwall-vuan e tremenont ha kuit e tinijomp-ni.
An amzer a dremenPa varv un den ez a ur bugel da anaon.
Hag an amzer ne dremeno biken.
Kavet ’m eus dre zegouezh ur varzhoneg gant Anjela Duval he deus addegaset va haiku kentañ d’am soñj. Hag an eil haiku ivez… Levenez eo hec’h anv. (Tu zo da gaout an holl varzhonegoù war al lec’hienn savet gant ar gevredigezh “Mignoned Anjela” © Kuzul ar Brezhoneg.) Setu bremañ ar varzhoneg ’m eus kavet :
Dont a ra hep benvegTost eo ouzh ur salm :
Hep taboulin na trompilh
He c’han na sav ket re uhel
Dreist an tosennoù.
Emañ damdost dindan an dorn.
Dont a ra d’azezañ digamambre
E-kichen ar re a ro dezhi degemer.
Aotrou, n’eo ket lorc’hus va c’halon ha n’eo ket balc’h va daoulagad.
Ne glaskan ket traoù re vras na re uhel diouzhin-me.
Daoust ha n’em eus ket kentoc’h plaenaet ha sioulaet va ene ?
Evel ur bugelig war vrennid e vamm, evel ur bugelig va c’halon ennon-me.
A Israel, esper en Aotrou, bremañ evel da holl viken.
Skrivet ’m eus barzhonegoù berr e doare an “haiku” japaneg. Setu va haiku kentañ :
Hag unan all :Gwagenn ingal ha galloudus al levenez
a ro he zalm d’am c’halon.
Emaout o chom e kanoù al labous.Drol eo an arnodenn : forsadenn ar verrentez va sikour evit kas kuit pep seurt a droioù-lavar didalvez ha dibab gant aked pezh a dalvez bezañ skrivet. N’eus ket da gerc’hat gerioù luziet. Ret eo klask ar skeudenn resis a bedo al lennerien da vont enni. Ha da veajiñ ganin e tachennoù va faltazi.
Aozañ a rez un neizh dezhañ.