Gant red an dour

Ar blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !

24.8.06

An deiz o tont

Setu ar pezh ’m eus ijinet en ur lenn ur varzhoneg gant Anjela Duval.

Tarzh an deizAn deiz o tont, trec’h d’an noz sklas.
An heol o skeiñ ouzh ma stalafioù.
Mont a rin em sav war arbenn d’e bromesaoù.
Bemdez e vez un dasorc’h nevez
ha nerzhoù ha startijenn gantañ
evit derc’hel da vont…
Graet hoc’h eus al loar evit mentañ an amzerioù,
an heol a oar ampoent e guzh :
Degas a rit teñvalijenn ha setu an noz,
ma kantre enni holl loened ar c’hoadeier.
Al leoned yaouank a yud war-lerc’h o freizh
en ur c’houlenn o magadur digant Doue.
An heol a sav, setu m’en em dennont kuit,
evit mont da c’hourvez en o zoulloù.
Ha tro an den eo da vont er-maez evit e labour,
evit e drevell betek ar serr-noz.
 (Salm 103)

21.8.06

Alfoig

Ur vuoc'hig-DoueMaligorn farsus,
dispak da gerniel.
Buoc’hig-Doue,
chom war ma dorn.
Konikl bihan,
na dec’h ket kuit !

Ur spier eus ar Reter
eo ar maligorn.
E enklaskerez
eo ar vuoc’h-Doue.
Adtapout ar c’honikl
a fellfe dezho !

Ne zeuint ket a-benn,
ne lâran ket…

17.8.06

Livioù ar vro

Un oabl louetLouet, glas-louet, melen-louet, damc’hlas… Peseurt liv eo hor bro ? Kement-se mesk-ha-mesk war un dro. C’hoarzhin a ra ar Barizianed ouzh an amzer e Breizh, n’o deus ket komprenet pegen brav eo ar meskad a livioù louet pe c’hlas a zo dizoloet bemdez en un doare nevez. E karantez on gant arlivioù ar gweledvaoù e Breizh : n’eus ket sked trellus ebet o tiverkañ ar munudoù, ret eo d’an daoulagad pourmen gant pasianted a-dro-war-dro evit mont tre da gevrinoù eus ur c’hoad, da vurzhud eus parkeier dindan ar vrumenn pe eus ur pennkêr evit tarzh-an-deiz…

14.8.06

Ar gevnidenn

Ur gevnidenn war he gwiadGoude ur barrad da greisteiz eo deuet din hiziv un haiku nevez, melkonius a-walc’h.
Goude an arnev e takon ar gevnidenn he gwiad.
Pegoulz e teui en-dro din ?
Perak e teu d’am soñj testennoù trist peurvuiañ ? Ret eo din skrivañ traoù fentusoc’h ! Setu un esa…
’M eus ket sellet ouzh fri ruz ar furlukin,
klevet ’m eus c’hoarzhadenn e galon.

13.8.06

Asompsion Vari

War ar seblant e kas ar marv Jezuz da get. Marvet eo ouzh ar groaz, en em zeroet en deus d’ar marv, da zismantr hor c’hig, da zismantr hor c’horf. Jezuz zo marvet da vat, ar marv zo bet diskaret warnañ. Gant e zasorc’hidigezh avat en deus trec’het ar marv da viken. Marv eo ar marv.
Asompsion ar Werc'hez VariTu zo da lavarout : Jezuz zo an den diwezhañ bet marvet da vat, ha Mari zo ar wreg kentañ o chom hep mervel e kevrin he asompsion. Ha ni, tud o tremen er bed-mañ, a varvimp, sur a-walc’h, rak hor c’horf a gouezho evel poultrenn d’ar bez. Met ne varvimp ket da vat, rak ar marv zo Jezuz trec’h warnañ. Mervel a raimp met gallout a reomp gant gwir arvestiñ e kevrin asompsion Vari ouzh dazont un trec’h da viken war ar marv, un trec’h prometet da bep hini e hon touez a-drugarez da zellidoù ar C’hrist. Mervel a raimp met gant an dazont-se en hor c’halon, dazont gloar hor c’horf e-kichen Doue.
Penngelennadur asompsion ar Werc’hez Vari zo ur penngelennadur gwall a-vremañ. Soñjit ’ta d’hor c’hempredidi fichet gant doazhadurioù eus broioù ar reter o c’hargouilhat gant meizad an adenkorfadur. Kendrec’het on ez eo an asompsion un digontamm a-enep an digalon a zo hunvreoù an adenkorfadur o sevel dioutañ.
Perak e hunvreont tud eus broioù ar c’hornaoueg en un adenkorfadur ? Perak ? Soñjal a reont na dalvfe ket hor buhez ar boan da vevañ. Soñjal a reont e vefe hor buhez un draonienn leun a zaeroù hag a boan : “ Emaon o vont da vervel evit en em adenkorfañ evel ur priñs pe ur briñsez, pe evel ur valafenn laouen o gournijellañ. Emaon o vont d’en em adenkorfañ evit ur vuhez all, ha na vo ket ken trist, ken start, ken direizh. Emaon o vont d’en em adenkorfañ evit chom hep bezañ ur gasedourez en ur gourmarc’had, met gwelloc’h ur sterner uhelañ, evit chom hep naetaat ti ar re binvidik, met evit kaout mitizhien em gopr er c’hontrol. Emaon o vont d’en em adenkorfañ peogwir e vefe re zireizh ma ne vefen ket estregedon. Ret eo din en em adenkorfañ peogwir ez on ur bout bennak all, ur bout hegaratoc’h, koantoc’h ha brasoc’h. ”
N’eo ket da vuhez evel-se avat ! Da vuhez zo hegarat, koant ha bras. Ne ra forzh da c’hloar e-kichen an dud, ne ra ket Doue diforc’h etre an dud. Karout a ra kement tud en deus krouet. E-tal an digalon e tiskouez kevrin asompsion ar Werc’hez Vari a zo he gloar dizoloet d’an holl : ar vatezh dilorc’h, ar werc’hez dianav gant istorourien an Henamzer, gwisket en ur vantell eus stered, an tour olifant, Rouanez ar rouanezed, leun a c’hloar Doue. Setu ar pezh a zo Doue o welout en den, setu ar pezh a fell da Zoue reiñ da bep hini.

10.8.06

Lesanvioù

Lennet war ur blog kavet dre zegouezh :
Mell-droadE bro C’habon ez eus ur skipailh mell-droad o deus e c’hoarierien lesanvioù e-doare “Jezuz benniget” pe “Gloar da Zoue”. Implijout a ra ar gelaouaerien al lesanvioù-se pa zisplegont ar c’hrogadoù er skinwel. A-benn ar fin e vo heñvel an abadenn ouzh un emvod avieladur : “ Emañ Jezuz zo bev o kas ar volotenn da Doue zo madelezhus a dap ur pal ! ”
Fentus eo !

9.8.06

Testamant an derv

Un dervennLennet ’m eus hiziv e forom Yann ar gemenadenn-mañ a ziskriv ur frazenn gant Xavier Grall :
“ Testamant an derv, urzh ar siprez. ”
Kevrinus e chom ar gerioù-se evidon. Met ma prederian warno ur wech an amzer…
Respontet he deus Ingivaldur :
Urzh ar siprez : Ur seurt skeudenn dennet ouzh ar vered, urzh ar siprez en ul linenn rik a-hed an hentoù.
Testamant an derv : marteze skeud ar wezenn, pe kabelloù-touseg binimus… N’eus forzh, un dra bennak trist a dalv, met brav ar skeudenn.
D’am soñj (’m eus ket lennet an destenn gant Xavier Grall, ne lâran ket), ret e vefe klask kompren an div skeudenn a-gevret. Urzh ar siprez zo ur skeudenn dennet ouzh ar vered sur a-walc’h, met ne gavan liamm ebet gant an eben skeudenn. Me a glaskfe kentoc’h ul liamm e-keñver an tuadur en egor. Ar siprez a uhela war-zu an oabl tra ma sank an derv don en douar. Ar siprez zo ur skeudenn dennet ouzh an dazont, skeudenn an esper (ha setu perak e vez kavet kement siprez er beredoù). An derv zo ur skeudenn dennet ouzh an amzer tremenet, gant gwrizioù don (ur wezenn a vev pell-tre). Testamant an derv, ul liamm gant an amzer tremenet, urzh ar siprez, ul liamm gant an dazont. Testamant an derv, a zesk ar furnez dimp ; urzh ar siprez, a c’houlenn fiziañs hag esper diganimp.

7.8.06

A-benn ar fin

An holl dud a anavez Starmania, gant Luc Plamondon ha Michel Berger. Kanet he doa Fabienne Thibeault evit ar wech kentañ ar ganaouenn-mañ.
Kousket e vez an eil ouzh egile
Bevet e vez an eil gant egile
En em flouret, en em goulouchal e vez
En em gomprenet, en em frealzet e vez

Met a-benn ar fin
e vez meizet
ez eo an dud o-unan-penn er bed bepred

Dañset e vez an eil gant egile
redet e vez an eil war-lerc’h egile
En em gasaet, en em ziroget e vez
En em zistrujet, en em c’hoantaet e vez

Met a-benn ar fin
e vez meizet
ez eo an dud o-unan-penn er bed bepred
Melkoni o tont en-dro bepred…

6.8.06

Ur rimadell

Ur rimadell ijinet diwar ur werz gant Paul Fort. Kavet ’m eus meur a stumm eus ar werz-mañ…
Lugerniñ a ra ar mor evel ur grogenn.
E besketa a blijfe d’an dud.
Glas eo ar mor.
Louet eo ar mor.
En oabl eo livet,
en arc’hant hag en dantelezh.
Hag ur stumm all :
Un devennDreist ar c’harzh e lugern ar mor,
evel ur grogenn e lugern.
E besketa a blijfe d’an dud.
Drant eo an oabl, brav eo miz Mae.

C’hwek eo ar mor dreist ar c’harzh,
c’hwek eo evel un dorn d’ur bugel.
E flourañ a blijfe d’an dud.
Drant eo an oabl, brav eo miz Mae.

E daouarn lenn an aezhenn
e vev hag e lugern nadozioù
hag a wri ar mor gant ar c’harzh.
Drant eo an oabl, brav eo miz Mae.

Kinnig a ra ar mor dreist ar c’harzh
e valafenned disoursi,
bigi o vont da verdeiñ.
Drant eo an oabl, brav eo miz Mae.

5.8.06

Un deiz

Un deiz e-touez deizioù all
e choman ganin va-unan.
Perak e chomez da-unan-penn,
da-unan-penn, o va ene ?

Un deiz e-touez deizioù all
e teuy betek ennout
ha lâro dit, o va ene,
lâro dit e kar ac’hanout.

Un deiz e-touez deizioù all
e tridi gant al levenez
oc’h anavezout an hini
en doa da garet abaoe deizioù.

4.8.06

Dec’h pe arc’hoazh

Anavezout a rit ar ganaouenn-mañ gant Serge Gainsbourg ? Klask a ran treiñ anezhi e brezhoneg…
Selaou va c’halon o lammat
Ne lamm ket evidout
Evit unan all ez lec’h avat
ha n’anavezan ket anezhañ
Dec’h pe arc’hoazh
am bije lavaret ya dit
Dec’h pe arc’hoazh
met n’eo ket hiziv
Ya, me a c’hallje bezañ dit
ne oas ket amañ koulskoude
Dieub oan eveldout
ne ouien ket avat
Dec’h pe arc’hoazh
am bije lavaret ya dit
Dec’h pe arc’hoazh
met n’eo ket hiziv
Dec’h zo ken pell c’hoazh
ha ne garen ket ac’hanout
Ha warc’hoazh mar soñjez ennon
ne vin ket amañ ken
Dec’h pe arc’hoazh
am bije lavaret ya dit
Dec’h pe arc’hoazh
met n’eo ket hiziv
Trist eo, neketa ? Ha plijus, ne lâran ket !

2.8.06

Ar glav hag ar valafenn

Ijinet diwar ur rimadell c'halleg (cheñchet ’m eus an istor koulskoude) :
Ar glav war ma c’herc’henn,
pegen yen ! pegen yen !
Ar glav war ma divrec’h,
oc’h adpignat d’an nec’h !
Ar glav em c’halon,
p’lec’h ’mañ ma mignon ?
Ur valafennHag unan all… :
Nij, balafenn !
Balafenn, nij ! nij ! nij !
Nij en avelig jentil,
nij betek an dorgenn,
nij a-us d’ar meurvor !

1.8.06

Dek vloaz zo

Pierre ClaverieDek vloaz zo oa bet drouklazhet eskob Oran e bro Aljeria, d’ar c’hentañ a viz Eost 1996. Pierre Claverie eo e anv. Dre eurvad am boa kejet gantañ un nebeud deizioù a-raok. Debret hor boa lein a-gevret. N’hallan ket ankouaat livson e vouezh, kuñv, resis ha leun a aotrouniezh war un dro.

Sklaer oa e vennozh : ret eo d’an Iliz derc’hel en he sav el lec’hioù a zo roget hor bed enno. E-giz ar groaz plantet e-touez tud diroget gant ar gasoni, gant ar pec’hed. Plas an Iliz e vo kavet el lec’hioù a zo ar vuhez rust enno e doare ur sin eus goanag evit ar beorien hag ar re a zo o c’houzañv.